Kevredigezhioù Association

Deus ’ta, ur festival hag a vez bodet ha skoazellet gantañ an obererien a gas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh war-raok e bro Brest ;
Heklev podkast, a ra war-dro ur savenn evit ar podkastoù e brezhoneg ;
Sked, evit bezañ digoret Jibidi, ar vagouri vrezhonek kentañ e Brest meurgêr, e kenlabour gant ar C’hef goproù-tiegezh, Ti-kêr Brest ha Gwarez ar mammoù hag ar vugale.

Deus ‘ta : un événement festif et convivial qui fédère et soutient les acteurs de promotion de la langue et de la culture bretonne sur le pays de Brest ;
Heklev podkast : l’association Heklev Podcast propose une plate-forme pour les podcasts en langue bretonne ;
Sked a porté le projet de la première crèche en langue bretonne sur Brest métropole, Jibidi, en partenariat avec la Caisse d'allocations familiales, la ville de Brest et la Protection maternelle et infantile.

• Levrioù faltazi | Livre de fiction

Moussa, istorioù berr, gant Kristian Braz ;
Ribin-diribin, gant Jorj Abherve-Gwegen ;
Amiraled Kab Horn, gant Herve ar Beg.
 

Moussa, istorioù berr de Kristian Braz ;
Ribin-diribin de Jorj Abherve-Gwegen ; 
Amiraled Kab Horn de Herve ar Beg.
 

• Strollegezhioù  | Collectivité

An Oriant Tolpad-Kêrioù (56), evit bezañ anvet un dilennadez karget eus ar brezhoneg ha bezañ krouet ur post gwazourez gouestlet d’ar yezh ;
Ti-kêr Laozag (56), evit bezañ kaset un toullad oberoù da benn evit ar brezhoneg, evel da skouer digeriñ un hentad kelenn divyezhek ;
Mirva natur rannvroel Plounerin (22), evit bezañ troet e brezhoneg ostilhoù da gelaouiñ an dud ha da sachañ o evezh.

Lorient agglomération (56) : nomination d’un élu chargé de la langue bretonne et création d’un poste d’agent dédié ; 
La commune de Lauzach (56) a mené de nombreuses actions en faveur de la langue bretonne dont l'ouverture d’une filière d'enseignement bilingue ;
Réserve naturelle régionale de Plounérin (22) : traduction en breton des outils de sensibilisation et d’information.

 • Oberennoù kleweled | Œuvre audiovisuelle 

Penn-kil-ha-troad, gant Emmanuel Roy ;
Ki ma mamm, gant Mai Lincoln ;
Re ar menez, gant Dounia Wolteche-Bovet. 

Penn-kil-ha-troad · Emmanuel Roy ; 
Ki ma mamm · Mai Lincoln ; 
Re ar menez · Dounia Wolteche-Bovet. 

• Embregerezhioù | Entreprise 

Bzh Ascenseurs, evit bezañ savet he lec’hienn e brezhoneg penn-da-benn ;
Mel ar Vro, produerien mel hag a zo divyezhek o fajenn Facebook hag o fakadurioù ;
Warenghem a zo dezhi ul lec’hienn internet e brezhoneg. Sinet he deus ar garta Ya d’ar brezhoneg !

Bzh Ascenseurs dont le site internet a été réalisé entièrement en breton ;
Mel ar Vro : ces producteurs de miel proposent leur page Facebook et leur packaging en langue bretonne ;
Warenghem dont le site internet est en breton. L'entreprise a signé la charte Ya d’ar brezhoneg ! 

• Pladennoù kanet e brezhoneg | Œuvre chantée  

Barba Loutig · Blev ;
Ivarh · Huñvre ;
Morwenn Le Normand & Roland Conq · Daou.

• Brezhoneger.ez ar bloaz | Brittophone de l’année 

Christelle Chevallier-Gaté, stummerez ha psikologourez. Savet he deus an embregerezh Heol al Loar a c’hall skoazellañ an dud e brezhoneg ;
Nolwenn Le Dissez, ortofonourez. Kinnig a ra kuzuliadennoù e brezhoneg ;
Thomas André, ur skiper yaouank eus Brest hag en deus kemeret perzh er Mini Transat. Reiñ a ra brud da Ziwan, lec’h m’eo bet skoliataet.

Christelle Chevallier-Gaté : formatrice et psychologue, elle propose un accompagnement en langue bretonne dans l’entreprise Heol al Loar qu’elle a créé ;
Nolwenn Le Dissez : orthophoniste, elle propose des séances en langue bretonne ;
Thomas André, jeune skipper brestois engagé dans la Mini Transat. Il met en avant Diwan dont il a été élève.