Communiqué de presse du 03/02/2026
Magazin nevez e brezhoneg evit ar re yaouank

EVEL-JUST

Bet Sadorn da 10e05
Logo-france-tv-plateforme-white-50
Bomm Bruderezh Evel-Just

Evel-just, ar magazin nevez e brezhoneg evit ar re yaouank a erru war ICI Breizh (ICI Bretagne) 

Bep Sadorn, ar vrezhonegerien yaouank a c’hell sellet ouzh ur magazin nevez : Evel-just.

An emgav-nevez-mañ a zo bet ijinet evit ar re yaouank o deus ur spered lemm ha kurius hag o deus c'hoant kompren ar bed pelloc'h eget ar seblantoù hag an titouroù gorre.

Azenor ha Tangi a spluj e-barzh un tem tro d’ar skiantoù, d’an endro, d’an istor, d’an ekonomiezh, atav e liamm gant ar c'heleier ha dalc'hoù ar bed a-hiziv. Pep tra a vo studiet en un doare c'hoarius, aes da gompren ha pedagogel.

 

An deskadurezh d’ar mediaoù : un tem kreñv e-barzh Evel-just

Bep sizhun, ar rubrikenn « Tro da skramm » a laka ar gaoz war al liamm gant ar c’heleier, stummoù ar mediaoù, ar mammennoù pe ar biziezennoù. Peadra da ziorren skiant-varn ar re yaouank ha da gizidikaat anezho da zalc’hoù an niverel ha d’ar mediaoù a-hiziv.

Evit al lodenn vrasañ eus ar re yaouank, implij ar skrammoù a grou ul liamm kreñv gant ar re all ha gant ar bed.
Kontrol d’ar skinwel, ar re yaouank a vez alies oc’h-unan dirak ar skrammoù all, ar pezh a laka anezho da vezañ dieub-tre en o doare da zibab ha da gompren an titouroù.
Kentoc’h eget kaout c’hoant da gontrolliñ ar pezh a sellont outañ, ar modul « Tro da skramm » a ginnig alc’hwezioù hag ostilhoù d’ar re yaouank evit kompren, disnodiñ ha sevel goulennoù diwar-benn ar bed niverel.
Pep rann a bado 3 vunutenn en holl. Enrollet int bet e-barzh ur c’hinkladur mod « youtuber » : un endro deknologiezh uhel, leun a livioù splann hag a startijenn, hag a glot gant kodoù hewel o buhez pemdeziek.

Ar moduloù « Tro da skramm » gwelet en abadenn « Evel-just » a vo skignet ivez war gont Instagram ICI Breizh (ICI Bretagne) e-kerzh an dibennoù-sizhun.

Pal Evel-just a zo diorren kuriusted ar grennarded, kizidikaat anezho ha reiñ an alc’hwezioù dezho evit ma komprenfent dalc’hoù ar c’helaouiñ en ur greñvaat oc’h implij eus ar brezhoneg en un doare modern ha broudus.

 

 

 

EVEL-JUST
Magazin e brezhoneg evit ar re yaouank

Kinniget gant 
Azenor Kallag
Tangi Merien

Sevenet gant 
Gwenael Oillo
 

Kenbroduet gant JPL Films / France Télévisions / ICI Bretagne

Padelezh 22 mun

 

Da welet en-dro war france.tv

Adkavit ac’hanomp war ar rouedadoù 

Réseaux sociaux

Facebook
X
Youtube
Instagram