Loreidi / Lauréats

PRIZIOU DAZONT AR BREZHONEG 2021

D’ar Gwener 26 a viz Meurzh da 8.30 ha d’ar Sul 28 a viz Meurzh da 10.10 ha bemnoz da 6.30 / vendredi 26 mars à 20.30 et dimanche 28 mars à 10.10
Kemennadenn d’ar gazetennerien eus an 22 a viz Meurzh 2021

Da heul an abadenn ispisial Prizioù 2021 skignet fenoz da 8.30 war bretagne.france3.fr, setu al loreidi :
A l'issue de l'émission spéciale Prizioù 2021 sur bretagne.france3.fr diffusée ce soir à 20.30, les lauréats sont :

 

Kevredigezh / Association

Priz 1añ : Kentelioù an noz. Kelenn a ra brezhoneg d’an oadourien, kinnig stajoù yezhel ha dudi e brezhoneg. Ar gevredigezh he deus ivez lakaet al lec’hienn Mogidell war-sav evit sikour ar skolidi da vont war-raok gant an deskiñ enlinenn.
2l priz : 
Raok
. Bodañ a ra an holl re a fell dezho lakaat ar brezhoneg da vont war-raok e Kreiz-Breizh. 

3de priz : 
Ti ar vro Gwened
. Bodañ a ra kevredigezioù Bro Gwened en-dro da yezh ha sevenadur Breizh. Da skouer ez eus bet lakaet kentelioù kanañ enlinenn war-sav gant ar framm, evit ar vugale e-pad ar mareadoù kenfinañ abalamour da zerc’hel d’an deskadurezh-se.

1er prix : Kentelioù an noz. Elle enseigne le breton aux adultes, propose des stages linguistiques et des activités de loisirs en breton. L’association a également mis en place le site Modigell pour les aider à progresser dans leur apprentissage en ligne.  
2e prix :
Raok
. Elle rassemble tous ceux qui souhaitent faire avancer la langue bretonne dans le Centre-Bretagne. 

3e prix :
Ti ar vro Gwened
. Elle regroupe les associations du pays de Vannes autour de la langue et de la culture bretonnes. La structure a notamment mis en place des cours de chant en ligne pour les enfants pendant le confinement pour maintenir la continuité de cet enseignement. 

 

Levr faltazi / Livre de fiction

Priz 1añ : Anna Skolan, romant gant Mich Beyer. Winnog Marzhin a zizolo seizh kaier-skol douaret en e liorzh, skrivet gant he ferc’hennez kozh : "Ma anv zo Anna Skolan. Drouklazhet on bet d’an 21 a viz Even 1961. Dek vloaz e oan...". Winnog, kurius ha mennet-start, a glask dirouestlañ al luziadell hag a zizolo ur sekred skrijus (An Alarc’h Embannadurioù ).
2l priz : 
Gisti, Tout !
, romant gant Erwan Hupel. "Ret eo diwall diouzh ar baotred. Sachañ a reont  war blev ar merc’hed ! Ret eo din lavaret deoc’h : sujet o deus ar merc’hed, touzet ma mamm, aotennet blev ma mamm-guñv ha lakaet ur c’hoef war blev ma mamm-iou". Marc’harid n’eo nemet unnek vloaz, met klask a ra deskiñ ur bern traoù (Al Liamm).

3de priz : 
Kroashent-tro
, romant gant Kristian Braz. Ar skrivagner hag ar sevener filmoù a blij dezhañ reiñ buhez da dudennoù gwriziennet mat en o bro. Bretoned ordinal pe dreistordinal, deskrivet gant fent, mousfent pe tenerded. En dastumad danevelloù-mañ e klask an aozer chom tost d’an traoù a vremañ pa heuilh hent ha stourm ar jiletennoù melen (Al Liamm).

1er prix : Anna Skolan, roman de Mich Beyer. Winnog Marzhin découvre sept cahiers d’écolier ensevelis dans la terre de son jardin, écrits de la main de son ancienne propriétaire : "Je m’appelle Anna Skolan. J’ai été assassinée le 21 juin 1961. J’avais dix ans...". Curieux et déterminé, Winnog cherche à percer l’énigme et découvre un terrible secret (An Alarc’h Embannadurioù).
2e prix :
Gisti, Tout !, roman de Erwan Hupel. "Il faut se méfier des garçons. Ils tirent les cheveux des filles ! Je dois vous le dire : ils ont soumis les femmes, tondu ma mère, rasé les cheveux de mon arrière-grand-mère et mis une coiffe sur les cheveux de mon arrière-arrière-grand-mère". Du haut de ses onze ans, Marc’harid se pose beaucoup de questions (Al Liamm).

3e prix :
Kroashent-tro, roman de Kristian Braz. L’écrivain et réalisateur aime donner vie à des personnages bien ancrés dans leur pays. Des Bretons ordinaires ou pas, décrits avec humour, ironie et/ou tendresse. Dans ce recueil de nouvelles, l’auteur s’attache notamment à l’actualité en suivant le cheminement et la lutte des gilets jaunes (Al Liamm).

 

Strollegezh / Collectivité

Priz 1añ : Ti-Yec'hed Menez Are. Ti-yec’hed Menez Are, staliet e Sizun, a vod meur a vicher eus ar yec’hed : daou vezeg-familh, seizh klañvdiour, un amiegezh, un osteopat hag un ergoterapeutour. Ordrenañsoù, kartennoù-bizit, panelloù er c’habined : divyezhek eo pep tra, hag unan eus ar vezeien a zegemer ar glañvourien e brezhoneg. 
2l priz : Gwern-ar-Sec'h. Ar gêr-mañ a ren dalc’hmat ur politikerezh evit ar brezhoneg. Votiñ ar garta Ya d’ar brezhoneg, krouiñ un hentad divyezhek, c’hoant da staliañ plakennoù-straed divyezhek... E-leizh a luskoù a sevener ivez evit reiñ startijenn da implij ar brezhoneg, en takadoù foran peurgetket.  
3de priz : Lokeored. Ar gumun a ro bod d’un hentad divyezhek e-barzh ar BPE (Bodad pedagogel etrekumunel) asambles gant ar Fouilhez ha Brenniliz. Bez’ ez eo ar c’hentañ skol seurt-se e Kreiz-Breizh o kinnig un hentad evel-se. Kement-se a ziskouez e c’hall kumunioù bihan kengret war ar maez kinnig un deskadurezh divyezhek.

1er prix : Ti-Yec'hed Menez Are. La maison de santé des Monts d’Arrée. Installée à Sizun, la structure regroupe diverses professions de santé : deux généralistes, sept infirmiers, une sage-femme, une ostéopathe et un ergothérapeute. Ordonnances, cartes de visite, signalétique dans le cabinet, tout est bilingue et un des médecins accueille les patients en breton. 
2e prix : Gwern ar Sec'h / Vern-sur-Seiche. La ville mène une politique constante en faveur de la langue bretonne. Vote de la charte Ya d’ar brezhoneg (oui à la langue bretonne), création d’une filière bilingue, volonté d’installer des plaques de rue bilingues... De nombreuses initiatives sont aussi mises en place pour dynamiser l’emploi du breton, notamment dans l’espace public.  
3e prix : Lokeored / Locqueffret. La commune accueille une filière bilingue au sein du RPI (Regroupement pédagogique intercommunal) mutualisé avec La Feuillée et Brennilis. C’est le premier établissement de ce genre du Centre-Finistère à proposer une telle filière. Cela montre la possibilité pour des petites communes rurales solidaires de proposer un enseignement bilingue.  

 

Kleweled / Audiovisuel

Priz 1añ : Zero Lastez. Un heuliad seizh pennad eizh munut, sevenet gant Perynn Bleunven ha Justine Morvan, kenbroduet gant Frañs 3 Breizh ha Kalanna. An div blac’h yaouank a ginnig deomp heuliañ o avanturioù evit talañ dre gaer ouzh dae ar zero lastez. E-pad ur miz e klaskont chom hep produiñ tamm lastez ebet. N’eo ket ken aes-se… 
2l priz : Krogit. Bez’ ez eo istor un den kollet war ul leurenn filmañ... Ur film faltazi berr sevenet gant Morzhol Prod, ur strollad tud eus Penn-ar-Bed deuet eus lies micher an arvest hag ar sinema, lusket gant ar c’hoant da seveniñ filmoù faltazi e pep frankiz gras d’an embroduiñ.
3de priz : 13 munud e Breizh. Ar programm-mañ, produet gant Brezhoweb, zo un heuliad teulfilmoù hag a ginnig ober anv e brezhoneg eus an darvoudoù pouezusañ en traoù a vremañ Breizh. An teulfilm kinniget a zistro war reuz ar c’horonavirus diouzh savboent ar re a sogn an dud, er renk kentañ en un enkadenn yec’hedel evel ma ne oa ket bet biskoazh. 

1er prix : Zero Lastez. Une série de sept épisodes de huit minutes, réalisée par Perynn Bleunven et Justine Morvan, coproduite par France 3 Bretagne et Kalanna. Les deux jeunes femmes nous proposent de suivre leurs aventures pour tenter de relever le défi zéro déchet qu’elles se sont lancé. Durant un mois, elles s’efforcent à ne produire aucun détritus. Pas si facile… 
2e prix : Krogit. C’est l’histoire d’un homme, perdu sur un plateau de tournage... Une fiction courte réalisée par Morzhol Prod. Un collectif de Finistériens issus de divers métiers du spectacle et du cinéma, motivés par l’envie de réaliser des films de fiction en toute liberté grâce à l’autoproduction.   
3e prix : 13 munud e Breizh. Ce programme produit par Brezhoweb est une série de reportages qui propose d’évoquer en breton, les événements les plus marquants de l’actualité bretonne. L’épisode sélectionné revient sur la crise du coronavirus en présentant le point de vue des personnels soignants, au premier plan de cette crise sanitaire inédite. 

 

Embregerezh / Entreprise

Priz 1añ : Edern Perennou. Ar c’hlañvdiour-mañ, ouzhpenn ar prederioù klasel, zo stummet evit istimañ ha tretañ ar boan, en e gabined pe e tiez an dud. Kinnig a ra ar pourchasoù mezegel-se e brezhoneg ivez. Divyezhek eo e blakennoù-micher, e sielloù, e gartennoù-bizit ha talbenn e lizheroù. 
2l priz : Carabreizh. An embregerezh a fard hag a werzh lipouzerezh breizhat a bep seurt, diwar garamel peurgetket, a fell dezhañ ivez lakaat ar brezhoneg war wel en ur mod brav. Divyezhek eo ar panelloù-hent evit mont e-barzh pe e-maez e ziazezadurioù. 
3de priz : Le Finistère Assurance. Ar c’hevredad-mañ a ginnig kevratoù diyvezhek evit asuriñ ar bagoù-bale. Evit-se ez eus bet ezhomm eus ul labour bras evit treiñ ar c’heriaoueg difer ha lezennel.  

1er prix : Edern Perennou. Cet infirmier, en plus des soins classiques, est formé à l’évaluation et au traitement de la douleur au cabinet ou à domicile. Il propose ces prestations médicales en breton également. Ses plaques professionnelles, tampons, cartes de visites, en-têtes de courrier s’affichent en version bilingue. 
2e prix : Carabreizh. L’entreprise qui prépare et commercialise diverses gourmandises bretonnes, notamment à base de caramel, a aussi à cœur de donner une belle visibilité à la langue bretonne. Les panneaux de circulation à l’entrée et à la sortie de ses établissements sont bilingues. 
3e prix : Le Finistère Assurance. Cette société propose des contrats bilingues pour assurer les bateaux de plaisance. Cette initiative a demandé un travail conséquent de traduction de vocabulaire spécifique et juridique.  

 

Oberenn kanet e brezhoneg / Oeuvre chantée en Breton

Priz 1añ : Brieg Guerveno - 'Vel ma vin. Ar c’haner hag ar soner a aoz ur strobad kanaouennoù e brezhoneg gant ur vouezh nesaouegour. Lakaat a ra e ved metal da vont war-zu ar sonerezh folk a selaouer evel ur galv evit ur momed habaskted, en ur sellet ouzh an hent a zo bet graet hag en ur dreiñ war-zu an amzer da zont. 
2l priz : Madelyn Ann. An arzourez-mañ a stumm un triad gant daou c’hitarour Olivier an Hir ha Gaëtan Fagot. Kemeret he deus tro eus ar reuz yec’hedel evit tennañ traoù mat anezhañ ha sevel kanaouennoù nevez, kanet e brezhoneg ha skignet enlinenn. Enno e ra anv, da skouer, eus temoù liammet ouzh an traoù a vremañ evel parezon an embroidi pe frankiz ar merc’hed. 
3de priz : Nava - Peroked. Setu amañ kentañ albom embroduet ar strollad-mañ a zo war un dro gwriziennet mat en hengoun kanet Breizh ha digor war sonioù ar bed hag ar muzikoù a vremañ. Un albom livus-kaer ha leun a nerzh, etre ar rock ha sonerezh ar Reter. 

1er prix : Brieg Guerveno - 'Vel ma vin. Le chanteur et musicien tisse un répertoire interprété en breton d’une voix intimiste. Il a fait évoluer son univers metal vers la folk qui s’écoute comme un appel à s’accorder un moment de sérénité, en regardant le chemin parcouru et en se tournant vers l’avenir. 
2e prix : Madelyn Ann. Cette artiste qui forme un trio avec deux guitaristes, Olivier Le Hir et Gaëtan Fagot, a saisi l’occasion de la crise sanitaire pour en sortir du positif en élaborant de nouvelles chansons interprétées en breton et diffusées en ligne. Elle y évoque notamment des thèmes liés à l’actualité comme la situation des migrants ou la liberté des femmes. 
3e prix : Nava - Peroked. C’est le premier album en autoproduction de ce trio à la fois bien ancré dans la tradition chantée de Bretagne et ouvert sur les sonorités du monde et les musiques actuelles. Un album haut en couleur et énergique, entre rock et musique orientale.

 

Brezhoneger.ez ar bloaz / Brittophone de l'année

Priz 1añ : Per Morvan. Lakaet en deus en e reizh un difazier testennoù brezhonek, hag emañ o labourat da sevel ur meziant er yezh-se. Binvioù hag a gemer perzh e diorroadur implij ar brezhoneg en TNKK (Teknologiezhioù nevez ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ).  
2l priz : 
Sandrine Lefebvre-Hubert
. Ijinañ a ra albomoù e brezhoneg evit ar vugaligoù, ha skrivañ ha skeudennaouiñ a ra anezho. Divizet he doa an aozerez deskiñ ar yezh-se un dek vloaz bennak zo pa oa erruet e Roazhon. Dont a ra he levrioù da binvidikaat ar c’hinnig levrioù brezhonek evit ar re yaouank. Lili eo harozez an albomoù pedagogel ha dudius-se, deuet er-maez e-kreiz ar reuz yec’hedel.  

3de priz : 
Stefan Carpentier
. Atravet eo gant ar sport ha gourdoner sport a vicher eo. Krouet en deus e chadenn YouTube evit kinnig kentelioù jiminas ha da greñvaat ar c’higennoù e brezhoneg e-pad ar maread kenfinañ. Peadra da lakaat ar vrezhonegerien d’ober un dra bennak gant o c’horf ha da bleustriñ ar brezhoneg, ha pa vefent kenfinet en o ziez. 

1er prix : Per Morvan. Il a mis au point un correcteur de texte en breton et travaille à l’élaboration d’un logiciel dans cette langue. Des outils qui participent au développement de l’utilisation de la langue bretonne dans les NTIC (Nouvelles technologies de l’information et de la communication).  
2e prix :  Sandrine Lefebvre-Hubert. Elle imagine des albums en breton pour les tout-petits qu’elle écrit et illustre. L’auteure a choisi d’apprendre cette langue il y a une dizaine d’années en arrivant à Rennes. Ses ouvrages viennent étoffer l’offre de l’édition jeunesse en langue bretonne. Lili est l’héroïne de ces albums pédagogiques et ludiques sortis en pleine crise sanitaire.  
3e prix : Stefan Carpentier. Passionné de sport, entraîneur sportif professionnel, il a créé sa chaîne YouTube pour proposer des cours de gymnastique et de renforcement musculaire en langue bretonne durant le confinement. De quoi permettre aux brittophones de continuer à bouger leurs corps et à pratiquer le breton même en étant coincés à la maison. 

 

     

    Abadenn fenoz Prizioù 2021 : al loreidi a vo skignet d’ar sul 28 a viz Meurzh da 10.10 war France 3 Breizh.

    L'émission de ce soir Prizioù 2021 : les lauréats sera diffusée dimanche 28 mars à 10.10 sur France 3 Bretagne.

     

      KINNIG | PRÉSENTATION

      Goulwena an Henaff ha | et Yann-Herle Gourves

      AR JURI  | LE JURY

      Jef Philippe eus Sant-Eganton e-kichen Gwengamp, kaner, konter, animatour radio e RCF | de Saint-Agathon, près de Guingamp, chanteur, animateur radio à RCF.
      Mari-Lin Kaodal, renerez skol Diwan an Alre | directrice de l’école Diwan d’Auray.
      Virginie Pronost, bet o labourat e Divskouarn, o tiorren he stal evel kuzulierez ha stummerez evit an oadourien | a travaillé, pour Divskouarn et a monté son entreprise de conseil et formation pour adultes.
      Paskal Henry, ezel eus FCPE 44, skoazellañ a ra raktresoù skol ha klasoù e brezhoneg | membre FCPE Loire-Atlantique, soutien des écoles et classes bilingues.

      Goulven Morvan, kevredigezh Kelennomp, kelenner war ar brezhoneg e Lannuon hag e Pempoull | Association Kelennomp, enseignant le breton à Lannion et Paimpol.
      Marianne Vaidie, animatourez e Radio Naoned | animatrice à Radio Naoned.
      Stefan Ac'h, sevener, skrivagner, troer o chom koste Brest, e Plouzane | réalisateur, écrivain, traducteur du côté de Brest, Plouzané.
      Amélie Brard, Ofis publik ar brezhoneg e Gwengamp, kargadez diorren bugaligoù | chargée de développement petite enfance pour l’Office Public de la Langue Bretonne.
      ________________

      SKIGNADENNOÙ | DIFFUSIONS

      Gwener 26 a viz Meurzh da 8e30
      war bretagne.france3.fr 

      Abadenn ispisial Prizioù 2021 : al loreidi

      Kinnig : Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves
      Seveniñ : Avel Corre
      E brezhoneg. Istitlañ  da gaout war Facebook ha YouTube. Pad : 52 vunut.


      Vendredi 26 mars à 20h30
      sur bretagne.france3.fr

      Emission spéciale Prizioù 2021 : les lauréats

      Présentation : Goulwena an Henaff et Yann-Herle Gourves
      Réalisation : Avel Corre
      En breton. Sous-titrage activable sur Facebook et YouTube.
      Durée : 52 min.

      ________________

      Sul 28 a viz Meurzh da 10e10 
      war France 3 Breizh :

      Abadenn arbennik Prizioù 2021 : al loreidi
      Istitlet e galleg. Pad : 52 vunut.
      (adskignadur abadenn ar 26/03)


      Dimanche 28 mars à 10h10 
      sur France 3 Bretagne : 

      Emission spéciale Prizioù 2021 : les lauréats
      Sous-titré en français. Durée : 52 minutes.
      (rediffusion de l'émission du 26l03)

       

      ________________

      Copyright :
      Goulwena an Henaff ha/et Yann-Herle Gourves © Studio JAE
      En-tête visuel trophée © Owen Powo

      ________________

       

      EN PARTENARIAT  AVEC | KEVELET GANT 

      logo région BZH

       

      Logo OPLB

       

      _________________________
       

      HEULIIT AC'HANOMP | SUIVEZ-NOUS

      réseaux sociaux

       

      Facebook
      Twitter
      Youtube

      Instagram
      france.tv

       

      Contacts presse France 3 Bretagne

      Catherine Ribault-Masson
      Déléguée à la communication France 3 Bretagne
      Pascale Cadieu
      Chargée de communication France 3 Bretagne