Dossier de presse Télécharger la version PDF

Editos • Pennadoù-stur

Chaque année, la cérémonie des Prizioù lance le mois de la langue bretonne. Ces deux événements ont le même objectif : celui de mettre en avant la richesse et le dynamisme cette belle langue. Lors de cette soirée, les Prizioù récompensent le meilleur de la création en breton de l’année écoulée.

France 3 Bretagne, par cet événement majeur, affirme son soutien à la création artistique en langue bretonne et sa volonté d’accompagner les initiatives en faveur du breton comme elle le fait tout au long de l’année avec son offre de programmes et d’émissions spéciales. Une nouvelle émission jeunesse intitulée Na petra ‘ta sera d’ailleurs proposée dès le 9 mars à 10h20. Ce magazine de découverte pour les 8-12 ans, à la fois pédagogique et ludique, répond à la demande de l’enseignement et du jeune public brittophone.

Nous avons choisi d’organiser la 22e cérémonie à Bruz, primée en 2012, pour souligner l’énergie déployée dans le développement de l’usage et de la transmission de la langue en Haute-Bretagne, illustré par le projet d’ouverture d’un collège Diwan en Ille-et-Vilaine à la rentrée 2020, un peu plus de 40 ans après l’ouverture de l’école Diwan de Rennes.

Bep bloaz e vez lañset mizvezh ar brezhoneg gant lid ar Prizioù. Ar memes pal o deus an div abadenn-se : diskouez pinvidigezh ha startijenn ar yezh kaer-se. E-pad an abardaez-se e vez garedonet gant ar Prizioù ar pep gwellañ eus ar c’hrouiñ e brezhoneg er bloaz tremenet.

Diskouez a ra France 3 Breizh, dre an abadenn veur-se, e skoazell d’ar c’hrouiñ arzel e brezhoneg hag e c’hoant da sikour an oberoù graet evit ar brezhoneg evel ma ra a-hed ar bloaz pa ginnig programmoù hag abadennoù arbennik. Un abadenn nevez evit ar re yaouank, anvet Na petra ‘ta, a vo kinniget, a-hend-all, adalek an 9 a viz Meurzh da 10e20. Ur magazin dizoleiñ eo, evit ar re 8-12 vloaz, graet evit deskiñ traoù ha c’hoari war un dro, da respont da c’houlenn ar gelennerien hag ar vrezhonegerien yaouank.

Choazet hon eus aozañ an 22l abadenn e Bruz, ur gêr loreet e 2012, abalamour da lakaat war wel ar startijenn dispaket evit kas war-raok implij ha treuzkas ar brezhoneg e Breizh-Uhel, evel m’en diskouez raktres digeriñ ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen en distro-skol 2020, un tammig ouzhpenn 40 vloaz goude ma oa bet digoret ar skol Diwan e Roazhon.

 

Jean-Michel Le Guennec
Directeur de France 3 Bretagne
Rener France 3 Breizh

Mael Gwenneg
Responsable des émissions en langue bretonne de France 3 Bretagne
E karg eus abadennoù brezhonek France 3 Breizh

*****
 

Vous l’avez sans doute remarqué, et êtes sûrement satisfait.e de cela, les Prizioù continuent leur « Tro Breizh » pour le plus grand plaisir de tous. C’est dans le Pays de Rennes que seront tenus les Prix de l’avenir du breton cette année, à Bruz très exactement.
Le Mois de la langue bretonne 2019 sera donc ouvert par cette belle manifestation que sont les Prizioù. Nous tous et toutes, brittophones ou non brittophones qui ne parlent pas mais aiment le breton, attendons avec impatience de découvrir ce qui s’est fait de nouveau pour faire avancer la langue bretonne. Que ce soit dans le domaine des collectivités, des entreprises, des associations, sur le terrain de la musique, des livres ou de l’audiovisuel, et bien sûr, le prix du/de la brittophone de l’année !
La cérémonie des Prizioù est l’occasion de voir les nouvelles voies ouvertes par et pour l’avenir de la langue bretonne, c’est un évènement majeur qui nous donne de l’élan pour tout le reste de l’année.

Merzet oc’h eus marteze, ha plijet gant se sur mat, e kendalc’h ar Prizioù d’ober un « Tro Breizh » evit brasañ plijadur an holl. E bro Roazhon e vo dalc’het Prizioù dazont ar brezhoneg er bloaz-mañ, e Bruz end-eeun. Mizvezh ar Brezhoneg 2019 a vo digoret gant an darvoud mil a-bouez-mañ. Laouen e vimp holl, brezhonegerien
ha tud kar-hor-yezh, o tizoleiñ ar pezh a zo bet graet a-nevez gant ar strollegezhioù, an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù, ar ganerien, ar skrivagnerien, tud ar c’hleweled, hag evel-just reiñ priz brezhoneger.ez ar bloaz ! Ur skouer eus an hentoù nevez a zo toullet gant kement a dud disheñvel bep bloaz eo LID AR PRIZIOU, ul lid a ro nerzh d’an holl evit ar bloavezh a-bezh.

Lena Louarn
Vice-présidente du Conseil régional en charge des langues de Bretagne, Présidente de l’Office Public de la Langue Bretonne 
Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh, karget eus yezhoù Breizh, Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg